Barzhonegoù - Poèmes
Ur mestr kaner ha kompozer eo Denez Prigent evel ma oar peb hini. Souezhet e vo an dud evelkent o c'houzout ez eus ur barzh anezhañ ivez. Kinnig a ra deomp, el levr-mañ, un dastumad diouzh e varzhonegoù, liv du ha kañvaouus warno, evel ma vefent skeudennoù eus ar barzh e-unan, rannet e galon o welet e yezh, e sevenadur hag e vro o vont da get tamm-ha-tamm.
Pep barzhoneg a zo bet troet e galleg gant Denez e-unan evit ma c'hellfe an dud na ouzont ket komz brezhoneg c'hoazh pe ar re a zo o teskiñ, kompren pep tra a zo e-barzh ha tañva 'pezh a ya da ober e demz-spered a-vremañ.
We publiceren alleen reviews die voldoen aan de voorwaarden voor reviews. Bekijk onze voorwaarden voor reviews.