Kanet em eus en noz dispar,
Gant va c'halon leun a druez,
Leun a zudi, a garantez,
Hag a c'hlac'har.
Gant va ene, va madelezh,
Ha daoulagad va yaouankiz,
Gwelet em eus ur bed nevez,
A gened hag a garantez,
Gwelet em eus ur skinenn heol,
E-kreiz an Noz.
Anavezet-mat eo Langleiz, Xavier de Langlais (1906-1975), bet unan eus ar Seiz Breur, evel romantour, liver hag engraver, nebeutoc'h evel barzh. Embannet e oa bet Kanoù en noz, ur strobad barzhonegoù skeudennaouet gant prennengravadurioù, er gelaouenn Gwalarn e 1932 evit ar wech kentañ.
Mennozh kentañ ar skrivagner a oa embann ul levr divyezhek, brezhoneg-galleg, ha krog e oa Langleiz da dreiñ e varzhonegoù. Ne oa ket aet ar raktresse da benn. E dibenn al levr-mañ hon eus lakaet troidigezhioù diembann c'hwec'h barzhoneg diwar an naontek a ya d'ober an dastumad.
We publiceren alleen reviews die voldoen aan de voorwaarden voor reviews. Bekijk onze voorwaarden voor reviews.