Ne oa ket ral ar skridoù troet diwar ar galleg gwechall, nemet ne oant ket lennegezh peurliesan. Er c'hantvedmañ e pleder muioc'h gant arz ar skrivañ ha setu skridoù a zindan pluenn unan eus mistri an danevelliñ, Guy de Maupassant. Norman ha Parizian e oa, ha beajiñ a reas ivez e Breizh, Provañs, Korsika, Aljeria. En holl vroioù-se e skrivas diwar-benn maouezed.
« Anaoudegezh a ris gant an Itron de Jadelle e Pariz, en hañv diwezhañ. Kenañ e plijas din raktal. Hec'h anaout a rit avat kement ha me... ho tigarez... tost kement ha me... Gouzout a rit pegen pennadus eo-hi, ha barzhonius war un dro. Eeun he doare ha fromidik he c'halon, maouez a youl, disuj he spered, hardizh, leun a intrudu, dispont, dirakvarn e pep keñver, ha, koulskoude, milis hec'h ene, milzin, feukidik, tener hag elevezek. »
(Ar prenestr)
We publiceren alleen reviews die voldoen aan de voorwaarden voor reviews. Bekijk onze voorwaarden voor reviews.