Charreet e oa bet ur mouchig-avel tev ha gor gant ar mor. Doare a oa bet d'an oabl digeriñ war e hed da lezel tan d'ober. Stegn-holl e oan deuet da vezañ ha me ha krizañ ma dorn war ar revolver. C'hwitet he doa ar bluenn, touchet em boa korf lintret ar fust hag aze e oa deraouet pep tra, en trouz-se, krenn ha bouzarus war un dro. Un hej am boa graet d'ar c'hwezenn ha d'an heol. Komprenet ganin em boa kaset plaen an deiz war e gemend-all, sioulder dibar un aod ma oan bet eürus. Neuze em boa tennet peder gwech c'hoazh war ur c'horf divuhez ma sanke an tennoù hep ober van. Hag e oa evel pevar zaol berr stoket ganin ouzh dor ar gwalleur.
Troet e brezhoneg gant Erwan Hupel.
We publiceren alleen reviews die voldoen aan de voorwaarden voor reviews. Bekijk onze voorwaarden voor reviews.